Thierry Châtel, la botanique en breton – II

Thierry Châtel a conçu un guide botanique en langue bretonne, fruit de longues années de travail passionné. Instituteur bilingue en retraite à Loguivy-Plougras, il a publié « Bleunioù struzh Breizh », un ouvrage de botanique entièrement en langue bretonne.

 Par Jean-louis le Mée.

Deuxième partie:

Bleunioù Struzh Breizh. Interview an aozer, Thierry Châtel. (Eil lodenn.)

Ar Bleunioù ho peus studiet a zo gwriziennet mat, abaoe miliadoù a vloavezhioù, e Breizh, neketa ? Met daoust hag ez eus bleunioù « estren » arruet er c’hantved diwezhañ ?

Displijout a ra ar spesadoù aloubus d’al liorzherien, evel Miskoulm Japan, Balzam-Himalaya, hag en em led war o douaroù… Evidon ez int un digor war ar bed, beajoù posupl hep kuitaat Breizh ! Gant plijadur em eus taolennet ha badezet Brug-roz-Turkia, Beverez-Himalaya, Milskoulm-Sakhalin hag un dudenn evit ar mojennoù da zont… Skilfoù-gwrac’h-du-Afrika !

Evel ma ouzoc’h un enklask a zo bet, nevez ‘zo, evit dibab ur Blantenn-ardamez evit Breizh. An Iwerzhoniz o deus ar Melchon, ar Skoziz o deus dibabet an Askol. Hor c’hendirvi a Vro-Gembre o deus ar Pour. Evit ar Vretoned ar choaz a zo kouezhet, a-hervez a ouzon, war Al Lann ( Ulex europeus, minor).

Skoazellet em eus luskad ar raktres-se met n’on ket bet pedet er juri war-lerc’h. Plijet eo ar boblañs gant an diviz, n’eus ket da dortal. Koulskoude, n’on ket sur ez eus aze un disoc’h a-feson. Rak peseurt Lann e vez komzet dioñtañ? Lann-kezeg (pe lann-bil), Lann-brezhonek (pe Lann-ki), Lann-gallek ? Met, met… gant un doare skianteloc’h da brederiañ e vefe bet dibabet ur blantenn all…

Ma choaz personel a vefe bet kentoc’h ul louzaouenn dibar evel Ar C’hrampouezh-mouezhig (Umbilicus rupestris). Hoñ’zh a gresk kenkoulz war ar reier hag etre mein ar mogerioù kozh, pell deus an nen pe tostik dezhañ, war e buñs. Kap e vez da greskiñ a-us d’an douar pe da grec’h, en darboujoù ‘vel ‘ vez lâret dre amañ: brav, uvel, dalc’hus eo ar blantenn-se. Debret e veze gwechall-gozh delioù ar « c’hrampouezh glas-se» e-giz saladenn d’an nevez-amzer ! « Kribet » e veze ar bleuñv da ginklañ al leur evit gouelioù relijiel. Trouz a veze graet gant ar vugale oc’h implij un delienn evel ul lañchenn ! Louzaouet e veze ar gorioù gant ar blantenn-se ivez. En ur gêr, ar Vleunienn-se a zastum ar vreizhadelezh penn-da-benn enni: dalc’husted, eürusted, speredelezh, berr-ha-berr, ar stumm da vezañ breton. Ardamez e demz-spered e vefe.

Lârit dimp evit hol lennerien, Thierry, peseurt kuzulioù e c’hellit reiñ dezho ha peseurt kentel ho peus tennet diwar ho mell labour ?

Kentañ tra… Pegen pinvidik eo an hengoun yezhoniel e keñver bed ar plantennoù ! Ene Pobl-Vreizh a vez c’hwezhet diwar an anvioù-se. Blaz ar yezh vrezhonek da vat ! ha pegen frouezhus eo. Pav-marc’h, Bara-gad, Feunteun-al-Laboused, Piz-an-touseg… a ziskouez ijin hag eñvor a-stroll tud an amzerioù gwechall.

Eil dra, skiant-prenet an dud evit en em louzaouiñ (Louzaouenn-an-derzhienn, Louzaouenn-an- troc’h, Louzaouenn-ar-galon h.a., h.a.) a zo divent. E pennoù tud hor maezioù en em gave al loened war ar memes live egeto, ken talvoudus e oant : Trinchiñ-logod, Louzaouenn-ar-Goukoug, Pav-bran, Roz-naer, Panez-moc’h. En amzer-vremañ, ne daoler ket pled a-walc’h ez eus ‘tal-kichen ac’hanomp maouezed ha paotred hag a zo vevañ c’hoazh didrouz en ur framm « ekologel » emaomp o huñvreal warnañ. Merzomp, memestra, e c’hall ar boblañs ober fazioù gwech ha gwech all en implij lod eus al louzeier…

Teirvet dra, pegen start ar feiz pe ur serten kest speredel a zo plantet c’hoazh e kalon an dud. Ar bed a zo evito ur marvailh kempennet gant nerzhioù hollgalloudek. Traezhoù-ar-Mabig-Jezus, Skav-ar-Werc’hez, Louzaouenn-Sant-Kado, Bokedoù-Santez-Nonna ha meur a hini c’hoazh a zo testenioù eus levezon ar relijion ha zoken hini « ar bord all » a vez o pouezãn en o buhez bemdeziek.

En ur beurachuiñ al levr-se, on bet fromet o tizoleiñ e vez kinniget dimp, digoust…, tost d’hom zier, un hollad louzoù ! En em c’houlenn a ran bremañ ‘blam da bara ez eus kement a vadelezh el louzeier. Ya, pas nemet plantennoù a c’heller implij met muioc’h c’hoazh : madelezh. Da bep hini ac’hanomp klask reiñ ur respont, speredel pe get..

Evit prenañ levr Thierry CHÂTEL (ment A4, 264 f., war baper tev), kasit 25 Euro + 5 € evit ar mizoù-kas, da : Th. Châtel, Garzh al laour bras, 22 780 Logivi-Plougraz. Pe kit da welet anezh en e di kozh.

Al Legestr Kreizig, gant perzh an aozer.

Pas encore de commentaires

Laisser un commentaire

Propulsé par WordPress. & Woo Themes
Site réalisé par Agence web PDS