La culture du soja en Bretagne

Voici un article en langue bretonne sur la culture du Soja:

Ar soja , tu gwan al labour-douar askorik

Abaoe tregont bloaz e vez degaset e Breizh soja o tont eus Amerika , Hanter-Noz pe Su, dre porzhioù-mor Ar Mouster ( St Nazer) An Oriant pe Brest. Al Lodenn vrasañ eus ar soja a vez implijet gant ar stalioù boued loened evit magañ ar yer, moc’h pe saout , kemesket gant edajoù eus ar vro peurvuiañ, proteinoù e-leizh gantañ hag ivez un amindrenkenn: al lizin ennañ . N’eus ket tu d’ober heptañ abalamour d’an doare a-vremañ da sevel loened. Tu zo lavarout e vezer e dalc’h diouzh ar marc’hadoù soja etrevroadel.

Kregiñ a ra an traou e 1993 pa voe sinet un emglev etre ar Stadoù Unanet hag an Europa o c’hronnañ gorreadoù douar gouestlet da blantennoù eouluzennek ( ar soja en o touez ) Koulskoude eo dedennus seurt plant dre ma vez sachet gante azot an aer , kement-se nebeutoc’h da drempañ gant temz-azot. Aet gant an doare askorik da genderc’hañ loened e vezer rediet da enporzhiañ muioc’h- mui a soja eus America an Hanter-Noz ha da c’houde eus Brazil ,Arc’hantina pe Paraguay .

Porzhioù-mor St Nazer ( Mouster) an Oriant pe Brest a zo gouestlet da zegemer ar soja -se . An deiz hirie eo 1/3 eus obererezh ar porzhioù-mañ hag a zo dalc’het gant an enporzhiañ soja pe torzhennoù all: 1 950 000 tonenn soja ha 900 000 tonenn greun eouluzennek all e 2010. Bremañ emañ Bro Sina o c’houlenn soja ivez: 60% eus ar marc’had etrevroadel a zo aet gante .. Diwar seurt goulenn eo bet lieskementet dre Pemp ar gorreadoù douar gouestlet d’ar soja , e Bro Vrazil dreist-holl . War an dro e vez distrujet kilometradoù-karrez er c’hoadeg Amazonia evit gellout respont d’an ezhomm. Al Lodenn vrasañ eus ar soja produet ( 80% ) a zo ivez kemmet ennañ e c’hlad hilel da lavarout eo soja OGM e galleg .

Mont gant doareoù nevez magañ al loened

Diwar goulenn ar pratikoù o nac’h muioc’h-mui ar produoù OGM, gant kevezerezh bro Sina (met ivez broioù all Asia), gant prizoù o vont war uhelaat ingal, e klasker diskoulmoù a-bep-seurt evit an dazont. Met skoilhoù liesseurt zo war an hent.

Skoilh ar PAC ( politique agricole commune) da gentañ ha ne kemer ket e kont kenderc’h ar plant eouluzennek (proteagineux): Muioc’h a skoazelloù arc’hant en ur ober ed eget o c’hounit piz, piz-plat pe fav-rom…proteinoù e-leizh gante ivez

Skoilh an dale tapet evit produiñ plant eouluzennek e Breizh : pe vefe piz, , piz-plat pe fav-rom . Emañ bremañ ar stalioù bras o fardañ boued-loened o studiañ , o arnodiñ evit ma talvefe ar boan hadañ seurt plantennoù , programmoù enklask gante skoazellet gant ar Feader. Dezho da gavout ar seurtadoù a glot gant douar Breizh, un askorad mat gante, un doare stuziañ war bloavezhioù ( ar pezh a zo kasaus da gas da benn gant piz pe fav ) ha da c’houde kaout ur rouedad menajerien o produiñ ingal evite. Ar pal a zo gante eo kaout danvez boued loened gant ur surentez e keñver an “OGM”, kaout war blas ul lodenn eus ar pezh a zo ezhomm evit fardañ torzhennoù evit magañ al loened…

Un diaezamant all a zo ivez gant plant eoulennek evel piz pe fav . Pa servij ingal ar soja evit fardañ boued evit ar yer pe ar moc’h pe ar saout eo disheñvel an traoù gant torzhennoù o tont eus piz pe fav. Evit ar saout dre vras eo aesoc’h an traoù rak tu zo fardañ torzhennoù diwar piz pe fav met ivez diwar geot-gall, melchon, foenn-gall, kolza.. Evit ar moc’h ez eus tu implij torzhennoù piz, fav ha kolza nemetken . Evit ar sevel-yer eo startoc’h an traoù peogwir eo ret kaout bouetaj proteinek da vat ha gant an doare a-vremañ da broduiñ prim ne c’heller nemet kemeskañ soja gant un nebeut torzhenn o tont eus plant eouluzennek evel piz pe fav: N’eus ket tu implijout plant eouluzennek all evit al loened-pluñv …

Talvez a ra ne c’heller ket, evit ar poent, en em zisober eus ar soja. Porzh an Oriant ( e lec’h vez manifestadegoù ingal a-enep d’an OGMoù) a zo o klask sevel ur silo goustlet d’ar soja hep OGM rak ne c’heller ket implij siloioù bep implijet gant soja all …

Ar soja hag e implij zo ur skouerenn,ur (fall)- arroudenn, eus mont en dro ekonomiezh ar bed: Mont da gerc’hat danvez tramor evit produiñ marc’had-mat . Tu zo da broduiñ gwelloc’h met ne vezer sur eo prest an dud da baeañ ar priz gwirion. Hirie e vez postet arc’hant gant embregerezhioù bras ar gounezvouederezh evit ma vefe produet amañ ul lodenn eus an torzhennoù hon eus ezhomm. Daoust hag eñ e vefer e dibenn ekonomiezh ar bedeladur? N’on ket sur eus-se! Ar pezh a zo suroc’h eo hon eus er vro ar barregezhioù da vont gant doareoù all kenderc’hañ , gant ne vezint ket hualet gant galloudoù kreizennet …

Françoise Le Barasec’h

 

Dister lodenn ar plant eouluzennek gounezet e Breizh evit ar poent, keñveriet gant ar maiz-greun pe ed-munut (sifroù 2014)

Goreadoù hadet

Kenderc’hadoù

Ed munut

300 000 hektar

1 800 000 tonenn

Maiz- greun

139000 hektar

715000 tonenn

kolza

39000 hektar

134 000 tonenn

piz

2216 hektar

6433 tonenn

fav-rom

1790 hektar

2600 tonenn

piz-plat

428 hektar

Lin eouluzennek

287 hektar

707 tonenn

 

Implijet e vez ar soja evit magañ loened da gentañ penn, ul lodenn vihan a vez implijet evit fardañ meuzioù-keginet, pe boued evit an dud.

Yer kig pe vioù

40,00%

Moc’h

28,00%

Saout Laezh pe kig

20,50%

Loened all

6,00%

Evit an dud

5,50%

 

 

Feader  : fond europeen agricole pour le developpement rural

 

Pas encore de commentaires

Laisser un commentaire

Propulsé par WordPress. & Woo Themes
Site réalisé par Agence web PDS