‘RIGANTONÁ – RHIANNON – RIWANNON’

 SOUSCRIPTION POUR LE LIVRE    ‘RIGANTONÁ – RHIANNON – RIWANNON’

Ar Riegezh evel maouez en danevelloù predenek o andon

Diwar-benn ar Riegezh –Flaith- evel maouez, evel rouanez peoc’hgar, eo e vo komzet amañ: *Rigantona ar Gelted Kozh – Rhiannon mojennoù Kembre ha moarvat hor Riwannon, mamm da Sant Herve. Parez ha karez eo-hi, disheñvel avat, da zoueezed kelt all (Brigantia/Ana) hag indezeuropat all (Dêvi/Śakti). Zoken ma ouezomp mat ez eus anezho holl, an hevelep doueez, e tri stumm, teir c’hefridi ha tri live er « gealoniezh teirlodennek » (Le Roux- Guyonvarc’h).
Klasket e vo amañ tennañ gounid eus studiadennoù, pe eus troidigezhioù bet embannet endeo, a-benn klask sevel ur steuñv tro-dro d’ar riegezh evel maouez-rouanez; etre ur roue –*Ri, kozh-kabac’h, direizh, digalon ha dic’houest da ren; un haroz –Nia, (re) yaouank, re vuanek evit derc’hel mat ar rouantelezh ha « perc’hennañ » ar riegezh, o lakaat evel-se ar gevredigezh, en arvar. Pep tra o vout e darempred, anat, gant ar Bed-All. El levr-mañ e vo kinniget studial ar roudoù a chom eus kement-se en hol lennegezh koshañ: al lennegezh predenek hec’h andon, pe vrezhonek, pe gembraek, pe c’hoazh gallek e ve. Dalc’homp soñj ne vez eus al lennegezh skrivet-se, peurvuiañ, nemet roudoù un hengoun kalz donnoc’h, o tont eus hol « lennegezh dre gomz », nemet aet da goll.
Livre en Breton édité par l’IDBE     Ecrit par: Yann Duchet
Ce livre nous parle de la Souveraineté féminine celtique –Flaith-, spécialement étudiée dans les textes brittoniques: en gallois, breton ou ancien français. C’est de la Souveraineté pacifique dont il est ici question: *Rigantoná – Rhiannon – Riwannon, entre deux rivaux, le vieux roi et le jeune guerrier, mettant ainsi toute le société en péril.
Format : 15 X 21 mm – 180p – Sortie prévue : Septembre 2018
Je désire participer à la souscription du livre
  ‘RIGANTONÁ – RHIANNON – RIWANNON’
 au tarif préférentiel de 17€ (au lieu de 20€) frais de port inclus. Pour cela envoyez votre nom et adresse accompagné d’un chèque à l’ordre de IDBE à l’adresse suivante: IDBE, 16, rue de la Madeleine 22200 Guingampidbe.gwp@gmail.com – 0681875463 ou commandez directement sur la boutique: http://idbe-bzh.org/boutique/ouvrages-en-breton/rigantona-rhiannon-riwannon/
Pas encore de commentaires

Laisser un commentaire

Propulsé par WordPress. & Woo Themes
Site réalisé par Agence web PDS